Baleadenn e brezhoneg / Promenade en breton

SADORN 26 A VIZ MEZ-HEVEN / SAMEDI 26 JUIN

Nullet e vo ar valeadenn àr an aod ag a oa bet raktreset d’ar Sadorn 26 a viz Mez-Heven. Digarezit ac’hanomp mpg.

La ballade prévue ce samedi 26 juin est annulée. Veuillez bien nous en excuser.

N’omp ked mui ken bac’hed er gêr ha kaer eo an amzer. Profitamp a gement-se da voned da vale àr an aod da anavoud ar loened hag ar plant a véw eno. E brezhoneg e vo kased ar valeadenn hag ur gwir blijadur e vo klewed ha kaozeal brezhoneg er-maez … eeun-ha-eeun etre tud !

Le confinement s’est assoupli et il fait beau. Profitons-en pour faire une ballade de découverte de la faune et de la flore sur la côte. La sortie sera guidée en breton et ce sera un vrai plaisir d’entendre et de parler breton en extérieur … en présentiel !

Emgav d’ar SADORN 26 A VIZ MEZ-HEVEN da 10 eur da vitin dirag Kastell Keragan, àr an tachad-parkañ e-tal blockhaus ar bon-bageal.

Rendez-vous le SAMEDI 26 JUIN à 10 heures devant le Fort-Bloqué, sur le parking près du blockhaus de la base nautique.

Kased e vo ar bourmenadenn get Serge LE BOZEC àr an draezhenn hag ar c’harregoù e-pad diw pe teir euriad. Da 1 eur d’enderw e vo izel ar mor ha 95 e vo an teñv : tra-walc’h da weled traoù interesant. 

La ballade sera guidée par Serge LE BOZEC sur la plage et les rochers pendant 2 à 3 heures. La mer sera basse à 13h et le coefficient atteindra 95 : des conditions suffisantes pour observer des choses intéressantes. 

Priz : 5 euro. A-vad ewid an dud a za da gentelioù brezhoneg Ar-un-dro.

Tarif : 5 euros. Gratuit pour les participants aux cours de breton de Ar-un-dro.